Antimeria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh hag an helavouriezh e vez implijet an termen antimeria (diwar ar gresianeg: ἀντί enep ha μέρος "rann") evit komz eus kemm arc'hwel ur ger bennak implijet evel ma vefe ur ger eus ur rummad yezhadurel all.

Ne degouezh ket alies pe gwezh ebet zoken e yezhoù evel ar brezhoneg ret dezhe merkañ an deveradurezh gant morfemoù hewel (kengerioù), da skouer (Notenn: ne denn ket an diforc'hioù rezihskrivañ-mañ d'ar frammadur yezhadurel)

"mat" → "ar mad"
"rak"; "perak" → "ar rag hag ar perag"

E yezhoù all avat, ar saozneg en o zouez e c'heller implijout ur ger eus ur rummad yezhadurel evel ur ger eus ur rummad all, dresit-holl anvioù-kadarn impljet evel verboù war-eeun hep o merkañ (morfem mann), un doare tregemmerezhanvet "verbadurezh" en degouezh-mañ, da skouer:

Anv-kadarnverb (verbadurezh)
"mouth" ("genoù") → "(to) mouth" ("implijout ar genoù/lakaat ar genoù da fiñval")
"he mouthed the words" ("Ober a reas van da distagañ ar gerioù")
stagellanv-kadarn
"pero" ("met") → "peros" ("digarez/brizhabeg")
"no hay peros que valgan" ("n'eus gwir abeg ebet evit chom hep hen ober")

Gwelit ivez:[kemmañ]