Retorik
Eus Wikipedia
Ar retorik, eus ar ger latin rhetorica, deuet eus ar gregach ῥητορικὴ τέχνη [rhêtorikê], hag a c'haller treiñ gant « prezegerezh, arz ar prezeg », da lavarout eo « arz ar prezeg mat», eus an anv rhêtôr, troet gant « prezeger »), eo arz ar c'hendrec'hiñ , dre ar gomz perurvuiañ. Ganet eo an arz-se e Sikilia er Vvet kantved kent JK, hervez ar vojenn, ha degaset da Aten gant ar sofour Gorgias, ma vleunias e metoù an dud a lezenn hag ar politikerezh.
Aristoteles [kemmañ]
Brudet eo levr Aristoteles, Ar Retorik, (ΤΕΧΝΗΣ ΡΗΤΟΡΙΚΗΣ e gregach, Ars Rhetorica, e latin), diwar-benn arz ar c'hendrec'hiñ , savet er IVvet kantved kent JK.