Anticosti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ul lenn vihan en enez Anticosti

Emañ enez Anticosti (Île d'Anticosti e galleg, Anticosti Island e saozneg) e-kreiz pleg-mor ar Sant-Laorañs, e reter Kanada. E-keñver melestradurezh emañ Anticosti e proviñs Kebek.

An ugentvet enezenn eus Kanada eo a-fet gorread, gant 7 892 km². En norzh eo dispartiet diouzh aod ledenez Labrador gant strizh-mor Jacques Cartier, hag er su emañ strizh-mor Honguedo ouzh he dispartiañ diouzh ledenez Gaspésie.

Daoust ma’z eo bras a-walc’h an enezenn eo distank he foblañs, gant 281 annezad e 2006, an darn vrasañ anezho o chom e keriadenn Port-Menier e kornôg an enez.


Pleg-mor Sant Laorañs. Emañ enez Anticosti e-kreiz genoù ar stêr.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.