Annia Faustina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Annia Faustina

Annia Faustina, pe Annia Aurelia Faustina, ganet war-dro 201 ha arvet goude 221, a oa ur briñsez roman eus Anatolia, diskennadez d'an impalaer roman Marcus Aurelius, ha trede pried an impalaer Elagabalus.
Merc'h e oa da Tiberius Claudius Severus Proculus, senedour roman, ha da Annia Faustina, merc'h da Ummidia Cornificia Faustina. Ganet ha maget e voe e douaroù he mamm, e Pisidia. E 218 e oa marvet he zud, ha perc'hennez pinvidik e oa.

Dimezioù[kemmañ]

Etre 216 ha 218 e timezas Annia Aurelia Faustina d'ar politikour roman Pomponius Bassus ha bevañ a raent en o domani e Pisidia. Daou vugel o doe da nebeutañ:

Brudet e oa he c'hened, ma voe sachet evezh an impalaer Elagabalus warni. A-raok Mezheven 221 e fellas d'an impalaer dimeziñ dezhi. Evit se e ranke kaout an dizober eus he fried. Urzh a roas da lakaat ar gwaz d'ar marv, ha distlabez an dachenn. Goude e tifennas outi dougen kañv d'he fried.

Dimeziñ a reas an impalaer ganti e miz Gouhere 221, e drede pried e oa, goude ar vestalenn Julia Aquilia Severa. Ha setu hi impalaerez. Anvet e voe da Elagabalus gave her the title of Augusta. Hervez ar pezhioù moneiz e oa Annia Faustina Augusta , ha lakaet e voe Julia ouzhpenn.
C'hoant en doa an impalaer da gaout ur mab diganti, rak ne felle ket dezhañ gwelout e genderv Alexander Severus o kemer war e lerc'h, met divugel e chome ar wreg nevez. Neuze e kasas anezhi kuit a-benn un nebeud mizioù a-raok dibenn 221. Elagabalus a zistroas etre divvrec'h Julia Aquilia Severa haga zimezas dezhi adarre, ma voe e eil hag e bevare bried . Distreiñ a reas Annia Aurelia Faustina da Bisidia gant he bugale. He merc'h Pomponia Ummidia a zeuas da vout perc'hennez an domani.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Marcus Aurelius, Anthony Richard Birley, Routledge, 2000
  • Septimius Severus: the African emperor, Anthony Richard Birley Edition: 2 - 1999
  • Descriptive catalogue of a cabinet of Roman imperial large-brass medals, William Henry Smyth 1834
  • The Cities and Bishoprics of Phyrgia: Being an Essay of the Local History of Phrygia from the Earliest Times to the Turkish Conquest, Volume One, Part One - William M. Ramsay 2004

Liammoù diavaez[kemmañ]