Anne Doat

Eus Wikipedia
Anne Doat

Anne Doat, bet ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1936 e Neuilly-sur-Seine (Hauts-de-Seine a-vremañ, Bro-C'hall), a zo bet ur gomedianez koulz er c'hoariva, er sinema hag er skinwel.

Merc'h eo d'al leurenner gall Jan Doat (1909-1988) hag euredet (d'an 9 a viz Eost 1963) e voe da Jean Vautrin[1] (1933-2015). Kregiñ a reas gant he studioù e lise Saint-Cloud ma plije kalz kentelioù he c'helenner war arz ar c'hoariva dezhi. Dont a reas a-benn da gendrec'hiñ he zud aotren anezhi da vont da gentelioù Jean Valcourt (1905-1969) e Skol muzik hag arz an teatr Pariz.
Ne oa ket faziet war he micher rak gopret e voe an aktourez yaouank e miz Kerzu 1957 ha degemer a reas ar Priz Suzanne-Bianchetti[2] evit perzh "Juliette" er film Chiens perdus sans collier. Kemer a reas perzh e meur a zrama ha heuliadenn skinwel (Le Chevalier de Maison-Rouge (1963) en o zouez) er bloavezhioù tri-ugent.
Goude ma voe ganet he zrede mab Julien, e 1977, e reas he mennozh paouez gant he micher dre ma oa-eñ paket gant an aotegezh. Savet e oa bet gant ar c'houblad ar gevredidezh "Autisme solidarité" hag ar greizenn "Oriane" e Barjols (Var) e-tailh da zegemer oadourien skoet gant ar c'hleñved-se.

He naontek film er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He fezhioù-c'hoari...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jean Herman diouzh e anv gwir.
  2. (fr) Anne Doat, prix Suzanne Bianchetti.