Anne Dieu-le-veut

Eus Wikipedia

Anne Dieu-le-veut, ganet e 1661 e Gourin, marvet e 1710, a oa ur vorlaerez vreizhat.

E 1684 e timezas d'ar morbreizher Pierre Lelong, kentañ komandant Cap-Français. Hennezh a varvas goude un tabut d'ar 15 a viz Gouhere 1690. E 1691 ec'h addimezas da Joseph Chérel, ha hennezh a varvas ivez daou vloaz goude, e miz Mezheven 1693. Diwezhatoc'h, pa gave dezhi e oa bet graet dismegañs outi, e klaskas kann ouzh Laurent-Corneille Baldran, lesanvet de Graaf ("ar c'hont", e flandrezeg), hag e tegouezhas en e di gant he fistolenn en he dorn. De Graaf a gavas e oa dellezek anezhañ ar vaouez-se hag a zimezas dezhi[1].

E 1685, e oa deuet Laurent de Graaf, hag eñ Izelvroad, a-benn da gaout ar vroadelezh c'hall war un dro gant e bried kentañ Pétruline Gusman[2]. E 1693 e oa bet torret an dimeziñ[3] ha d'an 28 a viz Gouere 1693 e timezas Anne Dieu-le-veut dezhañ e Cap-Français. Mont a rejont da chom da La Tortue. Ur verc'h o devoe, bet ganet war-dro 1694, hag ur mab a varvas d'an oad a bemp bloaz.
Gant he gwaz ez ae Anne Dieu-le-veult war vor, hag e-lec'h he gwelet war vourzh evel un alberzh eus an drougeur e reas ar bagad e vaskodenn anezhi ; ul lod er preizh he deveze zoken.[3]

E 1695 e voe paket gant Spagnoled ha bac'het e Santo Domingo, ma voe diaes-bras he delc'her[3]. Goude meur a zifrae gant ar Stad c'hall e voe divac'het e 1698.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Anne Dieu-le-veut d'an 11 a viz Genver 1710, d'an oad a 48 vloaz, e Cap-Français.
He merc'h zo brudet da vezañ daeet ur gwaz d'an duvell evel he mamm.

Diskennidi[4][kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant Pierre Lelong :
    • Marie Marguerite Yvonne Lelong (1688-1774)
  • Gant Joseph Chérel :
    • Jean-François Chérel (1692-1732)
  • Gant Laurent-Corneille Baldran de Graaf
    • Marie Catherine de Graaf (1694-1743)
    • Ur mab dianav (1700-~1705)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pierre Margry (1867), Relations et mémoires inédits pour servir à l'histoire de la France sous les Pays d'outre-mer tirés des archives du ministère de la marine et des colonies, Challamel
  2. Pierre-François-Xavier de Charlevoix, Jean-Baptiste Le Pers (1733), Histoire De L'Isle Espagnole Ou De S. Domingue, L'Honoré,p. 429
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Jean-Jacques Seymour(2010), Les chemins des proies: une histoire de la flibuste, Ibis Rouge Éd., ISBN 978-2-84450-365-7
  4. Généalogie et Histoire de la Caraïbe - niv. 231 (Kerzu 2009), éd. Généalogie et Histoire de la Caraïbe

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]