Anime

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Anime (japaneg アニメ), diwar animēshon (アニメーション) eo ar ger a implijer da envel filmoù ha stiradoù bevaat a vez savet e Japan. Lavaret e vez ivez japanim' pe japanimation. Gant sevenerien Japan e vez lavaret animēshon. Dont a rafe ar ger eus ar galleg (diwar dessin animé), pe eus ar saozneg.

Manga eiga (film manga) a veze implijet da envel ar fiñvtresadennoù diazezet war mangaoù. Ledanoc'h eo ster anime, a dalvez da envel ivez ar stiradoù filmoù ha filmoù bevaat ha n'int ket diazezet war mangaoù.

Seurtoù anime [kemmañ]

Meur a seurt anime a zo :

ar stiradoù 
a vez skignet er skinwel. Peurliesañ e pad 20 munutenn ur pennad, an niver a bennadoù hollek a c'hall cheñch avat.
Original Video Animation (OAV) 
anime da vezañ gwerzhet e video. A-fet teknik ez int gwelloc'h evit ar stiradoù : muioc'h a amzer evit o sevel, budjedoù brasoc'h.
ar filmoù 
a vez diskouezet er sinema, budjedoù brasoc'h c'hoazh.

Geriaoueg [kemmañ]

Gant ar dud a save anime e vez implijet ivez geriaoueg ar sinema (gerioù saoznek peurliesañ) :

  • Filler : pennad dibar, e diavaez ar manga orin
  • Prequel : pennad produet goude ar rummad pennañ, met diwar-benn un istor kent
  • Sequel : heuliad

Notennoù [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.