Anagramm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un anagramm (gresianeg ανά, « war-gil », ha γράμμα, « lizherenn ») zo ur c'hoari gerioù. Eskemm a reer lec'h al lizherennoù en ur anv pe ur ger pe e meur a hini evit sevel gerioù pe anvioù all o deus ur ster. C'hoari dinoaz e c'hall dont da gaout un dalvoudegezh ezoterek. Studiet eo bet gant ar yezhoniourien - evel Ferdinand de Saussure - evel gant ar bredelfennourien ha barzhed a vremañ.


An anagramm a oa ur c'hoari e mare an henamzer dija. Anavezet e oant en Europa a-bezh er Grennamzer. Krediñ a reer peurliesañ e vije bet ijinet arz an anagramm gant ar barzh gresianek Likofron, en henamzer.

Liammoù diavaez[kemmañ]