Amfiteatr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Amfiteatr Miletos.


Un amfiteatr a oa ur mell savadur kelc'hiek, diri ennañ, ul leur en e greiz.

Gant ar Romaned e oa ur savadur ma veze aozet emgannoù etre gwazed pe loened ferv. Chom a ra kalzik anezho.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra diwar ar rakger gregach amphi- a dalv kement ha « c'hoari an dro ». Stumm ur vi zo d'un amfiteatr, ha n'eo ket tre hini ur c'helc'h. Gwelout ha klevout mat a ra an arvestourien ennañ.

[kemmañ] Istor

[kemmañ] A belec'h e teu an amfiteatroù?

Un amfiteatr zo evel daou deatr, pe c'hoariva, lakaet penn ouzh penn. E-kreiz ez eus ul leur hag en-dro dezhi diri o sevel.

[kemmañ] An arvestoù en amfiteatr

En amfiteatr e c'hoarveze emgannoù gladiatourien dreist-holl. En deiz a-raok e veze aozet ur banvez, Cena libera, a oa evit mann, ha ma c'halle an dud dont da welout an emgannerien.

Emgannoù war listri (naumachiae) a c'halle bout aozet e darn eus an amfiteatroù. Dourbontoù zo bet savet evit kas dour da leuniañ al leur.


[kemmañ] Er skolioù-meur

Amfiteatroù a vez graet ivez eus salioù bras war-zinaou gant diri, evit reiñ tu da galz a dud war un dro da glevout kentelioù, a-wechoù meur a gant den.

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all