Diri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Dirioù Potemkin, 142 m o hed, e Odessa (savet 1834-41) deuet da vezañ anavezet goude ar film Al lestr-brezel Potemkin renet gant Sergei Eisenstein (1925).

Ur seurt savadurig eo an diri (liester : dirioù ; gerioù all : an derez, an delez) savet evit pignat d'ul lec'h uhelañ pe diskenn d'an traoñ ken all. Evit rannañ an tremenadenn etre frapadigoù e vez lakaet un heuliad pazennoù, pephini lakaet uhelañ ha eget un all betek al live uhelañ ha n'eus nemet ur c'hammedig d'ober evit pignat pe diskenn bep tro. Pep pazenn a vez lakaet war daou dousennad santimetr uheloc'h peurvuiañ.
E prenn pe e maen pe e metal pe e simant pe e gwer e c'hell bezañ graet an dirioù. Koulskoude e c'hell krediñ eo bet ijinet an dirioù dre doullañ pazennoù war douar an diribinoù evel ma vez graet e lec'hioù meneziek zo. Kavet e vez dirioù toullet er c'herreg ivez. Stumm kozh an dirioù fardet a zo bet ar skeul ivez, houmañ e prenn peurvuiañ.

Meur a stumm a zo gant an dirioù : euun, rodellet, troidellet, biñs, oc'h ober ankloù, doubl (daou asamblez hag unan just a-us d'an eil).




Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all