Amelia Dyer

Eus Wikipedia
Amelia Dyer
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAmelia Dyer Kemmañ
Anv ganedigezhAmelia Elizabeth Hobley Kemmañ
Anv-bihanAmelia, Elizabeth Kemmañ
Anv-familhDyer Kemmañ
Deiziad ganedigezh1838 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBristol Kemmañ
Deiziad ar marv10 Mez 1896 Kemmañ
Lec'h ar marvNewgate Prison Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Micherklañvdiourezh, lazher a steudad Kemmañ
Deroù ar prantad labour1880 Kemmañ
Amelia Dyer pa voe harzet.

Amelia Elizabeth Dyer (ganet Hobley), lesanvet the Ogress of Reading ("roñflez Reading"), ganet e 1838 ha marvet d'an 10 a viz Mezheven 1896, a oa ur vuntrerez hag a lazhas bugale a oa bet fiziet enni.

Adalek 1869, hag hi intañvez, e labouras Amelia Dyer evel magerez. Goude marv ar babigoù kentañ fiziet enni e voe kondaonet da c'hwec'h miz galeoù, abalamour d'an diouer a evezh he doa diskouezet. Goude-se e lazhas a-zevri degadoù a vugale all. Kontañ a reer he dije lazhet etre 200 ha 400 babig. Meur a wech e voe kaset d'un ospital psikiatrek. E miz Ebrel 1896 e voe harzet ha barnet. Kondaonet e voe d'ar marv ha krouget e voe d'an 10 a viz Mezheven 1896.