Alan Greenspan

Eus Wikipedia
Alan Greenspan

Alan Greenspan, ganet e 1926, zo bet e penn ar Fed (Bank kreiz ar Stadoù-Unanet) etre 1987 hag an 31 a viz Genver 2006. Trizekvet prezidant ar Fed eo bet (e 1913 e oa bet krouet ar Bank-mañ). Ar "Maestro" eo bet lesanvet (soner Jazz a-vicher eo bet a-raok mont gant bed an ekonomiezh pa wele ne c'hellfe ket bevañ diwar ar sonerezh) pa'z eo kaoz evit ul lodenn vat eus prantad kresk dibar ekonomiezh ar vro a zo bet etre 1989 ha 2005.

Republikan eo (anvet eo bet gant Ronald Reagan) met disfiz en deus bet diouzh ar sistemoù ekonomikel teorikel. Kas ar c'hresk war-raok eo bet e breder pa'z eo "ekonomiezh ar Stadoù-Unanet evel ur marc'h-houarn : ret eo dezhi treiñ ingal". Se zo kaoz en deus lakaet a-viskoazh an tu-kreñv war ar c'hresk ekonomikel hag ar stourm ouzh an dilabour ha pa vefe digempouez gant ar peurrest eus an ekonomiezh (monc'hwezh pe toull gant ar ventel dalañ).

Ben Bernanke zo bet anvet war e lerc'h.