Alamaned Roumania

Eus Wikipedia
Ar c'hornioù-bro annezet gant alamanegerien e Roumania, e 1945

Alamaned Roumania (Rumäniendeutsche en alamaneg) zo ur boblad, pe bihanniver yezhel e Roumania. 36 042 a oa anezho e niveradeg 2011. Anezho e teu ar prezidant rouman dilennet en 2014 hag addilennet en 2019, Klaus Iohannis. Digresket kalz eo o niver abaoe an Eil Brezel-bed.

Erruet e oa o hendadoù en douaroù aet d'ober Roumania etre an XIIvet kantved hag an XIXvet kantved. Meur a gumuniezh zo en o zouez ; an div vrasañ eo alamanegerien kreiz Transilvania, anvet "Saksoned", aet d'en em staliañ en XIIvet kantved e-harz ar C'harpatoù, hag ar re anvet "Sawabiz", e Satu Mare, e gwalarn ar vro, ha Banat, er gornaoueg, a erruas o hendadoù en XVIIIvet kantved.