Al lizher karantez
| Al lizher karantez | |
| Johannes Vermeer, e-tro 1669 | |
| eoullivadur war lien | |
| 44 × 38,5 cm | |
| Rijksmuseum | |
| Amsterdam | |
| Izelvroioù | |
Al lizher karantez (nederlandeg : De liefdesbrief) a zo un eoullivadur graet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1669. War ziskouez emañ e Rijksmuseum Amsterdam. En daolenn e weler ur vaouez o terc'hel ul lizher karantez bet roet dezhi gant he servijourez.
Arouezioù a gaver en daolenn [kemmañ]
Ar rideoz en dalenn gentañ a laka da grediñ emeur oc'h arvestiñ ouzh un darvoud prevez ha personel. Un doare touell-lagad eo ivez : boas e veze an dud da c'holoiñ o zaolennoù gant rideozioù, ha rideozioù a weler alies e taolennoù livet en Izelvroioù d'ar mare-se. An donder hag an efed teir ment a zo kreñvaet en daolenn dre implijout beskellennoù karrezennoù al leur. Anat eo emañ ar vaouez o paouez degemer ul lizher karantez, peogwir emañ ivez o terc'hel ul lud. Un arouez eus ar garantez e oa al lud. Ken arouezius all eo ar chaosonoù a weler e traoñ al livadur, rak un arouez eus arn darempredoù korf e oant. Arouezius eo ivez an div daolenn stag ouzh ar voger. An daolenn ma weler ur mor rust a c'hall talevzout kement ha karantez dichadennet. En daolenn a-us e weler un den o vale wan un hent traezhek, a c'hall talvezout da skeudennaouiñ an den en deus skrivet d'ar vaouez. [1]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Patrick de Rynck, How to Read a Painting: Lessons from the Old Masters (Abrams: New York, 2004)
Liamm diavaez [kemmañ]
- Al lizher karantez e lec'hienn Rijksmuseum Amsterdam