Ahmet Zogu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Zog Iañ

Ahmet Zogu, ganet Ahmet Muhtar Bej Zogolli (8 a viz Here 1895 - 9 a viz Ebrel 1961), a oa ur politikour eus Albania, bet ministr kentañ (1922-1924), prezidant ar republik (1925-1928) hag erfin roue en anv Zog I (1928-1939).

Ganet e voe e Burrel, en impalaeriezh otoman, bremañ e-kreiz Albania, en ur familh pinvidik ha galloudus. Kaset e voe da Istanbul d'ober e studioù a-raok distreiñ d'e vro goude marv e dad ha mont da c'houarnour proviñs Mat, e rannvro Dibër. Goude ar Brezel-bed kentañ e voe gouarnour Shkodër, ministr an diabarzh ha pennkomandant arme Albania.