Agustín Fernando Muñoz y Sánchez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Muñoz zo ivez.
Disambiguation.svg Ur pennad Sánchez zo ivez.
Agustín Fernando Muñoz y Sánchez

Agustín Fernando Muñoz y Sánchez (Tarancón, 4 Mae 1808 - An Havr-Nevez, 13 Gwengolo 1873) a oa un ofiser spagnol, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, a oa eil pried Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), Rouanez Spagn, ha rejantez Spagn.

E vuhez[kemmañ]

Skoaz ouzh skoaz gant e bried María Cristina e savas embregerezhioù da aozañ linennoù-houarn en Asturiez ha Bro València hag arc'hant bras a rejont.

Ne oa ket troet gant ar politikerezh ha nac'h a reas kurunenn Ecuadorpa deuas pennadurezhioù ar vro-se d'he c'hinnig dezhañ. Gant e vreudeur e reas aferioù gant an tiegezh Rothschild, ar bank Laffitte, ha kentañ markiz Salamanca.

Bugale[kemmañ]

Eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :

E varv[kemmañ]

Mervel a reas en harlu en Havr-Nevez.