Agripa
Gwallvrudet e oa levr hud an Agripa[1] war ar maez e Breizh-Izel gwechall. Ul levr kuzh hag a veze dalc'het gant sorserien hag adskrivet gant an dorn a rumm da rumm e oa. Diouto e tenne ar sorserien o formulennoù hud.
Fañch an Uhel a lavar bezañ bet gwelet al levr-se etre daouarn Claude le Bihan, ul labourer-douar eus an Dannod e Plûned. Ul levr hag a oa tennet hervez e berc'henn diouzh un oberenn gant Pierre d'Albano, a oa diskibl da Heinrich Cornelius Agrippa. O vezañ ma n'en doa ket ar memes brud hag e vestr en doa lakaet da grediñ e oa Cornelius Agrippa an oberour. Alese anv al levr gwallvrudet. Nebeut a dra da welet koulskoude etre an Agrippa ha levrioù Cornelius Agrippa.
Amprestiñ a ra muioc'h al levr-se digant Alc'hwez Salaun, Clavis Salomonis pe Clavicula Salomonis e latin, ul levr bet embannet etre ar XIVvet hag ar XVvet kantved.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anatol ar Braz (1902), La Légende de la mort chez les Bretons armoricains, Terre de Brume
- Levrenn 1 : 1996, (ISBN 978-2-908021-29-5)
- Levrenn 2 : 1997, (ISBN 978-2-908021-30-1)
- Pierre de la Haye, L'Agrippa : le grimoire des anciens Bretons, Coop Breizh, 2003, (ISBN 978-2-84346-199-6).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Skrivet agripa e Geriadur Ménard, pajenn 658.