Afternoon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Afternoon' (japaneg : アフタヌーン) a zo ur magazin manga seinen embannet bep miz gant Kōdansha. Krouet eo bet e 1986. 620 yen e koust an niverenn. Un dastumad miziek eo, e pep niverenn ez eus war-dro tregont istor disheñvel, ha war-dro 800 pajennad. En Afternoon ez eus bet embannet meur a vanga seinen brudet evel Oh My Goddess!, Genshiken, Blade of the Immortal ha Big Windup!. Unan eus ar magazinoù a ya d'ober ar rummad "1day" eo, gant Morning hag Evening. E niverenn miz Here 2008 e voe kemennet e vefe krouet ar magazin good! Afternoon.[1]

Treserien ha mangaoù embannet e-barzh Afternoon[kemmañ]

Notenn[kemmañ]

  1. ttp://www.animenewsnetwork.com/news/2008-08-25/takahashi-ice-blade-manga-to-relaunch-in-japan Takahashi's Ice Blade Manga to Relaunch in Japan, Anime News Network


Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.