Magazine Z

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Monthly Magazine Z (月刊マガジンZ e japaneg) a oa ur magazin manga seinen krouet e 1999 hag a veze embannet gant Kōdansha. Krennarded ha tud koshoc'h eo a oa lennerien ar magazin ha dreist-holl tud sot gant ar mangaoù hag ar filmoù-bevaat savet diwarno. Ouzhpenn mangaoù e veze kavet ennañ pennadoù diwar-benn ar mangaoù lakaet da fiñvtresadennoù.

E miz Gwengolo 2008 e voe embannet e vefe paouezet Magazine Z, hag a niverenn ziwezhañ a voe embannet d'ar 26 a viz Genver 2009.[1]

Mangaoù ha treserien mangaoù bet embannet e-barzh Magazine Z[kemmañ]

Notenn[kemmañ]

  1. http://www.animenewsnetwork.com/news/2009-01-26/5-manga-to-continue-after-magazine-z-end Manga to Continue after Magazine Z's End, Anime News Network


Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.