Adelaid Anjev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Adelaid Anjev (war-dro 947–1026), anavezet ivez evel Blanche d'Anjou, pe Adelaid Gévaudan [1], a oa ur briñsez a Anjev en XIvet kantved, merc'h da Foulk II ha d'e wreg Gerberga Maine, ha c'hoar da Jafrez I, kont Anjev.

Dimezioù ha bugale[kemmañ]

[[Fichier:France abb montmajour sb2.jpg|thumb|Montmajour. Iliz eus an XIIvet kantved, savet war unan goshoc'h eus an XIvet, ma oa bet beziet Adelaid Anjev.]] Pemp gwech e timezas, ha da dud a ouenn uhel.

  1. e 967 (a-raok 960 hervez istorourien zo) da Steven Brioude , beskont Gévaudan
  2. war-dro 975 da Raymond V (pe III?) († 978), kont Tolosa, priñs Gothia, a varvas tri bloaz war-lerc'h,
  3. e 982 d'ar roue Loeiz V († 987), mab da Lotar (roue Frankia ar C'hornôg), ha kurunennet e voent rouaned Akitania e Brioude, met dispartiañ a eurejont daou vloaz goude, en abeg ma oa re yaouank, ar roue e-skoaz e wreg, hag ur paotr difur ha diroll anezhañ,
  4. e 984 da Gwilherm I († 993), kont Provañs. Ur verc'h o doe, Konstanza Arle (986-1032), a zimezas da Roperzh II, roue Bro-C'hall, en 1003. Ur verc'h all o dije bet, Ermengarde Arle[2], a zimezas da Roperzh Iañ Aovergn.
  5. da Otto-Gwilherm, dug Bourgogn, met dizemglev zo etre an istorourien war ar poent-se.

Notennoù[kemmañ]

  1. Abalamour d'he dimeziñ gant Steven, kont Gévaudan, Revue du Gévaudan, des causses et des Cévennes, levrenn 9, 1963, pajenn 105 betek 111.
  2. A-wechoù e vez lavaret diwar-benn Ermengarde e oa merc'h da Adelaid ha da Steven Gévaudan.