Ac-Cent-Tchu-Ate the Positive

Eus Wikipedia

Ac-Cent-Tchu-Ate the Positive zo ur ganaouenn saoznek eus SUA, savet an ton anezhi gant ar sonaozer Harold Arlen (1905-1986) hag ar c'homzoù gant ar pozier Johnny Mercer (1909-1976). Embannet e voe e 1944 ha priziet gant ur Grammy Hall of Fame Award.

Tennañ a ra ar ganaouenn d'ur brezegenn, ma lavarer e c'haller bezañ eürus ma vezer gwellwelus[1],[2].

D'ar 4 a viz Here 1944 e voe enrollet gant Mercer ha The Pied Pipers gant strollad sonerien Paul Weston. Gant Capitol Records e voe embannet. D'ar 4 a viz Genver 1945 e voe tizhet renkadur Billboard magazine ganti, ma chomas e-pad 13 sizhunvezh ha ma pignas betek an eil renk[3].

Meur a ganer en deus he c'hanet :

Er sevenadur pobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He c'hlevout a reer er film Here Come the Waves (1944), kanet gant Bing Crosby ha Betty Hutton, kaset gant Mark Sandrich[4].

Kanet eo bet ivez gant Dr. John, evit ar film The Mighty Ducks (1992).

He c'hlevout a reer er film polis L.A. Confidential (1999), e rann diwezhañ ar stirad amerikan Quantum Leap hag er film Midnight in the Garden of Good and Evil sevenet gant Clint Eastwood.

Sonerezh pennañ ar stirad Homefront[5] eo ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. John Gilliland : Pop Chronicles the 40's: The Lively Story of Pop Music in the 40's,isbn= 978-1-55935-147-8 |oclc= 31611854, Tape 1, side B.
  2. '40s Sounds Return to Radio, 9-10-1972, Oakland Tribune, PDF
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Joel Whitburn : Top Pop Records 1940–1955, Record Research, 1973
  4. (en) Imdb
  5. Music of Homefront, Homefrontondvd.com