Abcoude
Eus Wikipedia
Abcoude a zo ur gêr eus an Izelvroioù, e proviñs Utrecht. En Abcoude e kaver meur a gêriadenn : Abcoude, Baambrugge ha Stokkelaarsbrug.
Taolenn |
[kemmañ] Kêriadenn Abcoude
Kêriadenn Abcoude eo kêr vrasañ ar gêr. 13 km emañ eus Amsterdam, war-du ar gevred, tost da gember teir stêr : ar stêr Angstel, ar stêr Gein hag ar stêr Holendrecht.
E 2001 e oa 6431 annezad en Abcoude. 28 km² eo gorread ar gêr, ha 2678 ti a zo. E 2008 e oa 8668 annezad.[1]
[kemmañ] Istor
Lod brasañ ar gêr a voe distrujet gant ar C'hallaoued e 1672. E 1820 e oa 1100 annezad enni.
Kêr Abcoude a voe aozet e 1941, dre gendeuziñ Abcoude-Proosdij (enni ar gêriadenn Abcoude) hag Abcoude-Baambrugge (enni ar gêriadenn Baambrugge).
[kemmañ] Gouarnamant lec'hel
E kuzul-kêr Abcoude ez eus 13 dileuriad :
- SVAB (strolald politikel lec'hel) - 3 dileuriad
- VVD (Strollad ar Bobl evit ar Frankiz hag an Demokratelezh) - 3 dileuriad
- CDA (Galv kristen ha demokrat) - 3 dileuriad
- PvdA (Strollad al labour) - 2 zileuriad
- D66 - 1 dileuriad
- GroenLinks (Ar Re c'hlas) - 1 dileuriad
[kemmañ] Notennoù
- Stadegoù tennet eus SDU Staatscourant
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Kumunioù proviñs Utrecht | ||
|---|---|---|
| Abcoude • Amersfoort • Baarn • De Bilt • Breukelen • Bunnik • Bunschoten • Eemnes • Houten • Leusden • Loenen • Lopik • Maarssen • Montfoort • Nieuwegein • Oudewater • Renswoude • Rhenen • De Ronde Venen • Soest • Utrecht • Utrechtse Heuvelrug • Veenendaal • Vianen • Wijk bij Duurstede • Woerden • Woudenberg • IJsselstein • Zeist | ||
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |