A Christmas Carol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marley's Ghost - A Christmas Carol (1843), opposite 25 - BL.jpg

A Christmas Carol (Ur Ganaouenn Nedeleg e brezhoneg) a zo ur gontadenn hag a oa bet savet gant ar skrivagner saoz Charles Dickens hag embannet e Londrez d'an 19 a viz Du 1843 gant an ti-embann Chapman & Hall. Skeudennaouet e oa bet gant al ludresadenner John Leech.

Kontañ a ra istor un den drouk ha pizh-skragn, Ebenezer Scrooge e anv. Da Noz Nedeleg, seizh vloaz goude marv e geveler, hag a oa ken drouk hag eñ, e wel Ebenezer Scrooge tri seblant : hini Nedeleg tremenet, hini Nedeleg a-vremañ ha hini Nedeleg da zont c'hoazh. Pa zihun ar paotr kozh an deiz war-lerc'h eo deut e galon da vezañ tener, ken laouen eo Ebenezer Scrooge o vezañ bev c'hoazh goude un nozvezh spontus.

Meur a film a zo bet sevenet diwar an danevell :