51 Pegasi b
Eus Wikipedia
Restr:51pegasi-b.jpg
51 Pegasi b
51 Pegasi b zo un ezplanedenn e kelc'htro en-dro da 51 Pegasi. Lesanvet eo Bellerofon en un doare diofisiel. Emañ war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzh steredeg Pegasos. 51 Pegasi b a oa ar c'hentañ ezplanedenn a oa dizoloet e kelc'htro en-dro d'ur steredenn heñvel ouzh an Heol (51 Pegasi). Patrom ur rummad planedennoù anvet yaouioù tomm eo.
D'ar 6 a viz Here 1995 e oa bet dizoloet 51 Pegasi b gant Michael Mayor ha Didier Queloz. Treiñ a ra tost-kenañ ouzh he steredenn hag he gwrezverk a zo uhel-tre, moarvat a-us da 1 000 derez. An hanter eus hini Yaou eo he zolzenn.
| Planedenn (A-ziwar ar steredenn) |
Tolzenn (MJ) |
Period (devezh) |
Radius krenn (UA) |
Ezkreizegezh |
|---|---|---|---|---|
| b | >0.468 ± 0.007 | 4.23077 ± 0.00005 | 0.052 | 0 |