Å
Ul lizherenn latin eo Å, å implijet evit skrivañ ar vogalenn distaget /ɔ/ pa vez berr ha /oː/ pa vez hir er yezhoù skandinavek dreist-holl, da lâret eo svedeg, daneg ha norvegeg. Skrivet e vez á evit ar son-mañ e faeroeg hag en islandeg.
Kavet e vez ivez evit skrivañ ar yezhoù samiek diwar levezon ar yezhoù skandinavek.
Diorroet e oa bet ar ront a-us d'an a diwar ar fed ma veze implijet daou a evit skrivañ ar son-mañ, an eil bihanoc'h a-us d'egile. Bez' e c'heller skrivañ c'hoazh aa mar bez ezhomm, evit abegoù teknikel da skouer.
Lizherenn diwezhañ al lizherenneg an hini eo e daneg ha norvegeg, met e svedeg e vez renket war-lerc'h Z met a-raok Ä hag Ö.
Kavet e vez al lizherenn-mañ en un nebeud yezhoù all ivez en tu-hont da Skandinavia :
E penn-kentañ an XXvet kantved e krogas an dud da implijout al lizherenn-mañ ivez evit skrivañ ur son heñvel-tre kavet e rannyezhoù wallonek ar reter resis zo ha war-lerc'h e teuas da vezañ implijet evit holl rannyezhoù ar reter gant tri doare-distagañ disheñvel hervez al lec'h. Bremañ e vez implijet gant reizhskrivadur dreistrannyezhel ar walloneg unvan.
Implijout a ra an istrezromaneg an hevelep lizherennoù latin evit ar roumaneg gant teir lizherenn ouzhpenn : å, ľ ha ń, pa dalvez al lizherenn å evit skrivañ ur son tost da [wa].
Implijet e vez ivez e Tchamorreg (chamorro).
Lizherennoù gant diakritikoù : | Áá · Ää · Åå · Ćć · Čč · Éé · Łł · Ññ · N̈n̈ · Óó · Öö · Øø · Šš · Úú · Üü · Žž |
Digramoù : | Ch · C'h · Dd · Dz · DŽ · Dx · Gb · IJ · Kp · LJ · LL · Mb · Mp · Nd · Ng · NJ · Nk · Ns · Nt · Nz · Ȣ · Sh · Th |
Trigramoù : | Dzs Ngb Nkp Sch Tsh |
Lizherennoù ispisial : | Ææ · ɑ · Ɓɓ · Ↄↄ · Ɗɗ · Ðð · Ðđ · Ðɖ · Ɛɛ · Ʒʒ · Ə · Ǝǝ · Ƒƒ · Ɠɠ · Ɣɣ · Ȝȝ · Ƴƴ · Ƣƣ · Ħħ · Ⱶⱶ · Ƕƕ · ĸ · Ŋŋ · Œœ · Ɔɔ · Ɽɽ · Ȣȣ · ſ · ß · Ʃʃ · Ʋʋ · Ɯɯ · Ⅎⅎ · Ȥȥ · Þþ · Ƿƿ · Ƨƨ · Ƽƽ · Ƅƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |