Filistinerezh
Neuz
Komz a reer eus filistenerezh[1] evit ober anv en un doare disprizus eus tro-spered an dud n'o deus ket tamm blizidigezh ha na gomprenont seurt ebet en traoù war un dachenn bennak, hini an arzoù, al lennegezh pe an traoù nevez peurgetket, hervez implijerien ar ger da vihanañ atav.
Filistined a reer eus an dud o deus an dro-spered-se[2].
Dont a ra ar ger eus ar ger Philister, ur poz eus luc'haj ar studierien alaman en XIXvet kantved, a oa anv ar re na oant ket bet war ar studi er skolioù-meur. Savet eo diwar anv ar Filistined, enebourien an Hebreaned en Henamzer. Degemeret e voe e saozneg (philistine) gant ar barzh saoz Matthew Arnold (1822-1888 kent tremen d'ar galleg (philistin, 1832) hag alese d'ar brezhoneg.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Filistinegezh e Geriadur Ménard (2020) p. 1007-a.
- ↑ op. cit. p. 1007-a.