Zsa Zsa Gábor
Zsa Zsa Gábor | |
---|---|
Zsa Zsa Gábor e 1959 | |
Ganedigezh | Gábor Sári 6 C'hwevrer 1917 Budapest Aostria-Hungaria |
Marv | 8 Kerzu 2016 Los Angeles, Kalifornia Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Hungariat Stadunanat |
Micherioù | Aktourez Kanerez |
Respet | 1936–1997 |
Enorioù | • Golden Globe Award (1958) • Hollywood Walk of Fame |
Filmlennadur |
Zsa Zsa Gábor (hungareg : ˈʒɒʒɒ ˈɡaːbor), bet ganet Gábor Sári[1] e Budapest d'ar 6 a viz C'hwevrer 1917 ha marvet e Los Angeles d'an 18 a viz Kerzu 2016, a oa un aktourez, ur ganerez hag ur vondianez hungariat ha stadunanat. Bez' e voe unan eus arouezioù revel meur an XXvet kantved ; ur steredenn zo bet deroet dezhi en Hollywood Walk of Fame.
Goude bezañ bet Miss Hungary e 1936, da 19 vloaz, e tivroas e 1941 da Stadoù-Unanet Amerika. Eno e voe brudet dre he c'hened, he donezonoù micherel hag he dimezioù niverus.
Al lesanv Zsazsa
zo bet roet da Sári war-lerc'h an aktourez ha kanerez hungariat Fedák Sári (1879–1955), abalamour ma ne c'helle ket he merc'hig distagañ he anv-bihan.
E 2002 e voe damseizet a-c'houde ur gwallzarvoud karr ; daou wallzarvoud gwazhienn empenn (GGE) a c'houzañvas etre 2005 ha 2007 ; e 2011 e voe ret he dic'hariñ en tu dehoù da heul ur poread. Tost da 100 vloaz e oa pa varvas.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil bugel un tiegezh bourc'hizien yuzev e oa Sári, merc'h d'ar marc'hadour ha soudard Gábor (ez-Grün) Vilmos Farkas (1881-1962) ha d'e wreg Tillerman "Jolie" Janka (1896-1997), a zimezas gant ar c'hont Edmund de Szigethyhez goude marv he fried kentañ.
Daou vreur he devoa Sári, ha div c'hoar a voe brudet ivez er sinema, Magda (1915-1997) hag Éva (1919–1995), ar c'hoarezed Gábor
. En abeg d'o c'hened ha d'o buhez direol e Budapest e voe brudet an teir c'hoar ivez.
En ur skol-lojañ e Suis e studias Sári kent dimeziñ e 1935, da 18 vloaz, gant an diplomat turk Burhan Asaf Belge ; bloaz goude e voe Miss Hungary 1936 hag e krogas he respet. Kentañ gwech ma voe war ul leurenn e voe er bloaz-se end-eeun, pa ganas en Aostria en operetenn Der singende Traum e-kichen an tenor meur Richard Tauber (1891–1948) e Wien.
E 1941 e torras-hi he dimez evit mont da Hollywood da heul he breudeur. Eno e labouras evel aktourez (er sinema adalek 1952 hag er skinwel adalek 1953), ha buan e c'hounezas brud abalamour d'he gened, d'he aferioù karantez, d'he gwarzhoù, d'he dimezioù gant milionerien, d'he dispartioù ha d'he harzidigezhioù niverus. Alies e vez keñveriet yaouankiz ZsaZsa ouzh hini Paris Hilton (* 1981).
- Dimezioù
Nav gwech e timezas Zsa Zsa Gábor.
- Burhan Asaf Belge (1899–1967 ; dim. 1935-1941), kazetenner ha dipomat turk ; n'o devoe bugel ebet.
- Conrad Hilton (1887–1979 ; dim. 1942-1947), letiour stadunanat ; ur bugel o devoe, an aktourez ha luc'hskeudennerez Francesca Hilton (1947–2015).
- George Sanders (1906–1972 ; dim. 1949-1954), aktour, sonaozour, kaner ha skrivagner breizhveuriat ; n'o devoe bugel ebet, ha diwezhatoc'h e timezas Sanders gant Magda.
- Herbert Hutner (1908–2008 ; dim. 1962-1966), bankour hag advoue ; n'o devoe bugel ebet.
- Joshua S. Cosden, Jr. (dim. 1966-1967), den a aferioù ; n'o devoe bugel ebet.
- Jack Ryan (1926–1991 ; dim. 1975-1976), a ijinas ar poupinelloù Barbie (1959) ha Chatty Cathy (1960), hag ar c'hirri bihan Hot Wheels (1968) ; n'o devoe bugel ebet.
- Michael O’Hara (dim. 1976-1982), alvokad ; n'o devoe bugel ebet.
- Felipe de Alba (dim. 1982 ; ne badas an dimez nemet un devezh : nullet e voe rak hervez lezenn ne oa ket bet torret c'hoazh an dimez gant M. O'Hara).
- Frédéric Prinz von Anhalt (* Hans Georg Robert Lichtenberg, 1943 ; dim. 1986-2016), embreger ; n'o devoe bugel ebet.
- Adalek an dimez-se e voe Zsa Zsa Gábor priñsez von Anhalt ha dugez Saks, hogen mar zo bet lakaet wan an titloù-se gant meur a istourour abalamour ma tle he intañv e ditloù d'e advabadur gant ar briñsez Marie-Auguste von Anhalt (1898–1983) e 1980, pa oa eñ 37 vloaz.
- Bugale
Zsa Zsa e voe ar vamm nemeti a-douez an teir c'hoar Gábor. En he buhezskrid One Lifetime is Not Enough[2] e tisklêrias e oa bet brazez goude bezañ bet gwallet gant Conrad Hilton ; goude an disparti e c'hanas o merc'h Francesca. E 2005, mamm Conrad Hilton a damallas d'he ez-gouhez bezañ laeret, ha kontet gevier dirak al lezvarn ; prosez a voe graet e-pad dek vloaz evit ma vije fiziet Francesca (58 vloaz d'ar mare) e familh he zad, hogen paouezet e voe gant ar c'heisiadurioù a-c'houde he marv d'ar 5 a viz Genver 2015.
- Kozhni
D'ar 27 a viz Du 2002 e c'houzañvas Zsa Zsa Gábor, 87 vloaz, ur gwallzarvoud karr e Los Angeles hag e kouezhas e koma betek miz Genver 2003 ; da heul kement-se e rankas bout prederiet betek diwezh he buhez. Klemm a savas, prosez a voe, ha daou vilion a zollaroù a yeas ganti.
E miz Kerzu 2004 e klaskas en em lazhañ dre hunwezherioù, met saveteet e voe gant he fried.
D'ar 7 a viz Gouere 2005 e c'houzañvas an aktourez ur GGE ; sizhun goude e voe lezet da vont kuit eus an ospital.
D'ar 17 a viz Gouere 2010, d'an oad a 93 vloaz, e torras he lez dehoù goude bout kouezhet ; un eil GGE a c'hoarvezas e-kerzh an oberatadenn en ospital. E miz Eost e voe adkaset di peogwir e hañvale bezañ war he zalaroù ; nac'hañ a reas ma vije oberataet he lez un eil gwech, met ne guitaas an ospital nemet d'an 3 a viz Gwengolo.
D'ar 14 a viz Genver 2011 e voe ret troc'hañ he gar dehoù a-us he fenn-glin en abeg d'ur poradur[3]. D'an 30 a viz Meurzh 2011 e voe kaset d'an ospital adarre abalamour m'he devoa paouezet da analat, ken skoet e oa chomet gant marv he mignonez vras Elizabeth Taylor sizhun a-raok. Abalamour da gement-se ne voe biskoazh kemennet dezhi marv he merc'h Francesca e 2015. Adalek 2011 betek he marv e voe Zsa Zsa Gábor skoazellet evit analañ.
Daou zevezh goude he 99vet deiz-ha-bloaz, d'an 8 a viz C'hwevrer 2016, e voe klañvdiet en abeg d'ur porad en he skevent devoudet gant he skoazell-analañ. Daou viz goude e c'houlennas bezañ kaset da Hungaria da vervel eno goude he 100vet deiz-ha-bloaz, met d'an 18 a viz Kerzu 2016 e paouezas he c'halon da dalmiñ e-kerzh ur prantad koma ma c'houzañvas un trede GGE.
D'an 30 a viz Kerzu e voe beziet e bered Westwood Village Memorial Park, Los Angeles, e-kichen he c'hoar Éva.
Respet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Buan e voe lakaet Zsa Zsa Gábor da aktourez en Hollywood abalamour d'he stil europat. Adalek ar film Moulin Rouge sevenet gant John Huston e 1952 e loc'has he respet er sinema, gant rolloù brudet evel e Lilli Charles Walters (1953) ha Touch of Evil Orson Welles (1958).
E 79 film er sinema hag er skinwel he deus c'hoariet Zsa Zsa Gábor; ouzhpenn, c'hoariet he deus he roll e 177 stirad skinwel ha teulfilm.
- Gwelout he filmlennadur klok e saozneg en Internet Movie Database.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1958 : Golden Globe Awards (Special Achievement Award : Most Glamorous Actress)
- He steredenn en Hollywood Walk of Fame (he c'hoar Éva he deus unan ivez).
Arroudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Biskoazh ne'm eus argarzhet ur gwaz a-walc'h betek daskor e ziamantoù dezhañ. » — The Observer, 28 Eost 1957.
- « Evel an tan eo ar priedoù : mont a reont kuit pa ne vez ket graet war o zro. » — Newsweek, 28 Meurzh 1960.
- « Diechu e vez ar wazed amourous keit ha ma n'int ket dimezet. Da neuze ez eo echu ganto. » — Newsweek, 28 Meurzh 1960.
- « Me 'oar mirout un tiegezh. Bewech ma kuitaan ur gwaz e viran e di. » — How to Catch a Man, Keep a Man, and Get Rid of a Man, Doubleday, 1970 (ISBN 978-0-385-01658-2)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- GÁBOR, Zsa Zsa & FRANK, Gerold (1960) : My Story, Kessinger, 2010 (ISBN 978-1-163-82173-2)
- GÁBOR, Zsa Zsa : One Lifetime is Not Enough, Headline Book Publishing, 1992 (ISBN 978-0-7472-3882-9)
- BROWN, Peter Harry : Such Devoted Sisters — Those Fabulous Gabors, Isis, 1987 (ISBN 978-1-85089-151-2)
- TURTU, Anthony & REUTER, Donald F. : Gaborabilia, Three Rivers Press, 2001 (ISBN 978-0-609-80759-0)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) TV Guide
- (en) Golden Globe Awards
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En hungareg e vez lakaet an anv-tiegezh a-raok an anv-bihan.
- ↑ Op. cit.
- ↑ (en) Danevell an ospital