Mont d’an endalc’had

Zaparoeg

Eus Wikipedia
Zaparoeg
(Kayapwe)

Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e : Perou
Ecuador
Rannved : Amerika
Komzet gant : 10 (?) (war 170)
Familh-yezh : Yezhoù zaparoek
  • Strollad Zaparo
    • Zaparoeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL ZRO
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh zaparoek eo ar zaparoeg (anvet ivez kayapwe). Komzet eo e Proviñs Pastaza etre ar stêrioù Curaray ha Bobonaza war an harzoù etre Perou hag Ecuador.

Statud ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus pobloù brasañ eus reter Amazonia e oa ar zaparoiz e amzer donedigezh an Europiz ha krediñ a reer e veze komzet o yezh gant 100.000 a dud bennak d'un ampoent. Kregiñ a reas o niver da digreskiñ, avat, abalamour d'ar c'hleñvedoù kaset gant an drevadennerien eus Europa ha da vrezelioù gant meuriadoù all argaset diouzh o zirioù gant ar re Wenn.



E deroù an XXvet kantved e voe aloubet o zachennad gant dastumerien kaoutchoug ha rediet e voe kalz eus o c'humuniezhioù da zivroañ. Hogozik distrujet e voe o c'hevredigezh ha kalz boutinoc'h e teuas an euredoù etremeuriadel da vezañ. Abalamour da se e teuas yezh ar Gechuaed da vezañ o yezh pemdeziek muioc'h-mui.

Ne chomfe nemet 150 - 170 Zaparoad e departamant Loreto hag an holl anezho a gomz Kechuaeg a zo aet da yezh voutin an Indianed er rannvro. War-dro 30% anezho a ra gant an achwareg ivez. 60% ar boblañs a gomz spagnoleg a zo yezh an deskadurezh nemetañ en Ecuador. E Perou e rann ar perzh-se gant ar c'hechuaeg. Etre dek hag ugent den a vefe barrek da gomz zaparoeg c'hoazh ha kozh ez int - dezho etre 65 ha 95 bloaz. Digenvez e vez ar gomzerien hag hini anezho n'eo unyezhek. N'eo ket mui implijet ar yezh war ar pemdez.

Emañ Zaparoiz o klask savete ar pezh a chom eus ar yezh ha desket e vez gerioù zaparoek er skolioù. Gwirheñvel e c'hwito ar strivadenn-se abalamour d'an diouer a dud varrek da sevel ur geriadur hag ur yezhadur gwir. Ur gevredigezh, Arutam hec'h anv, he deus divizet krouiñ ur stumm skrivet eus ar yezh hag he c'helenn e skolioù teiryezhek.

Frammadur silabennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur frammadur silabennek eeun a-walc'h en deus ar zaparoek. Disaotret e vez ar berniadoù a gensonennoù (estreget gant ʔ) hg ne c'hell echuiñ ar silabennoù nemet dre ur vogalenn pe [w], [j] pe [ʔ].

Vogalennoù
A-raok Kreiz A-dreñv
Serr i
Damserr e o
Digor a  

Ur yezh SOV (rener-renadenn-verb) eo ar zaparoeg.

Kensonennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kensonennoù
Diweuz Dent Logigoù Drek-logigoù Gouel Tarzh
Dre serriñ [p] [t] [ʧ] (dre fic'hal) [k] [ʔ]
Dre daravat [s] [ʃ] [h]
Dre fri [m] [n]
Dre dostaat [w] [j]
Dre froumal [r]

Morfologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur yezh daspegel eo ar zaparoeg, evel an holl izili anavezet eus ar familh zaparoek. Stummoù lies ar ger a furmer dre stagañ lostgerioù ouzh ar wrizienn hep he c'hemmañ.

Morfologiezh añvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder reizh - denek, nann-denek, gwregel ha gourel - ha daou niver - unander ha liester - en deus ar zaparoeg. Diskouezet e vezont dre al lostgerioù staget ouzh ar wrizienn.

  Denek nann-denek gwregel gourel
Unander naw ka to no
Liester <br\>roʔa ʔa

Implijout a reer ivez ul lostger ispisial - ča - evit an anvioù denek hep dave ouzh an niver

Skouerioù :

  • mʌàriča tà kwi : ur bugel on
  • pakʌʌnaroʔa : hor c'herent
  • nìano : mab
  • nìato : merc'h

Diskouez a ra ar zaparoeg an darempredoù etre ar gerioù dre lostgerioù. Er c'hontrol eus ar pezh a c'hoarvez er yezhoù indezeuropeek ne gemmont ket ar wrizienn met outi e vezont staget.

  • -hi : evit
  • -anoàhi : daoust da
  • -hina \ hiʔna : da, e
  • -ma \ ʔma : da, e
  • -hinahi \ hʌnahi : eus, a
  • -mʌrʌ : da, betek
  • -niha : dindan

Skouerioù

  • itamʌrʌ : betek an ti
  • ahapaka acahowara naw koramahahina : flemmet he deus ur wenanenn e zorn

Ragañvioù-gour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh raganv-gour eñ-deus ar zaparoeg ha disheñvelañ a ra etre un ni endalc'hus hag un ni ezdalc'hus. Daou stumm o deus ar raganvioù zaparoek : oberiant ha gouzañvus. Implijet e vez ar stumm gouzañvus da ziskouez an dro-damall ha rener ur verb-stad. Ar stumm oberiant a c'heller implijout evel ur raganv-perc'hennañ dre lakaat anezhañ a-raok ar ger a ren.


  Oberiant Gouzañvus
Kentañ gour unander ko <br\> k- ko <br\> kwi
Eil gour unander ʧa<br\> k-<br\> ʧ-<br\>ki- ʧa
Trede gour unander naw<br\>n- naw<br\>n- <br\>no
Kentañ gour liester endalc'hus pa<br\>p- pa
Kentañ gour liester ezdalc'hus kana kana<br\>kaʔno
Eil gour liester kina kina<br\>kiʔno
Trede gour liester na na

Skouerioù

  • pa na atihà : ni a gomzo
  • ʧa noka taʃi : gortoz anezhañ
  • koiha : va c'halon
  • ko ità : va zi
  • ʧa niano : da vab

Ragañvioù-diskouez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur raganv-diskouez hepken en deus ar zaparoeg : noka. E implijout evel ur raganv-perc'hennañ eus an trede gour a c'heller ivez. Dre lemel al lostger -ka e vez furmet an unander.

Skouerioù

  • noka toiʧa : e frouezh
  • noka ità : an ti-mañ


Morfologiezh verbel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Displeget e vez ar verboù zaparoek dre stagañ lostgerioù ouzh ar wrizienn.

  • ka\ʧa\ko : amzer dibaouez
  • ha\ho : amzer dazont
  •  : peurc'hraet
  • riʧa : amdremened
  • no : stumm-nac'h
  • akwa\ikwa\ʌkwa\okwa stumm-difenn
  • wara\wa : amzer dremenet
  • kwa : stumm-tu
  • ʔ\rʌ :stumm-gortoz


  • 1 nuquaqui
  • 2 namisciniqui
  • 3 haimuckumarachi
  • Bosquejo Gramatical del Zaparo, M. Catherine Peeke, Cuadernos Etnolingüisticos, n°14, Instituto Lingüistico de Verano, Quito, 1991
  • Peeke, Catherine. 1962. "Structural Summary of Zaparo," in SEIL I, 125-216.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(en) Zaparo's lost secret

(es) Yezhadur berr ar zaparoeg

(es) Revitalizando el idioma zápara

(fr) SAUVONS... LA LANGUE ZAPARA !

(en) Ar zaparoeg war Global Linguistic database



Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.