Mont d’an endalc’had

Zaman (kazetenn)

Eus Wikipedia

Zaman ("amzer" e turkeg) zo ur gazetenn bemdeziek eus Turkia, unan eus ar re a vez gwerzhet ar muiañ er vro. Ar soñjoù a gaver enni zo kentoc'h mirour, a-du gant an demokratelezh hag an islam.[1]

Gant Zaman e vez embannet ur stumm saoznek ivez, en Internet. Ar gazetenn gentañ e voe e Turkia o kinnig he fennadoù en ur stumm niverell en internet, e 1995. Bremañ e kaver stummoù niverel e meur a yezh : Today's Zaman e saozneg, Zaman Vandaag e nederlandeg...

E-pad ur pennad amzer e save a-du Zaman gant ar gostezenn AKP, met tamm-ha-tamm he deus kavet abeg, muioc'h-mui, er gostezenn-se hag en e rener Recep Tayyip Erdoğan, prezidant Turkia, hag a glaske lakaat ar c'hazetennoù da devel. D'ar 4 a viz Meurzh 2016 e voe lakaet Zaman dindan evezh ar Justis, skarzhet e voe ar rener ha klozet ar gazetenn. A-hervez e oa liammet kazetennerien Zaman ouzh ul luskad renet gant Fethullah Gülen, a vez tamallet dezhañ gant ar gouarnamant klask kemer ar galloud er vro. Daou zevezh goude e voe adembannet Zaman, enni pennadoù a-du gant gouarnamant Turkia ha tamm meneg ebet eus klozadur ar gazetenn[2].