Mont d’an endalc’had

Zaida

Eus Wikipedia
  • Arabat droukveskañ gant Zaide, ur c'hoarigan gant Wolfgang Amadeus Mozart.
Zaida

Zaida (1063 - 1107) a oa ur briñsez vuzulman eus al-Ándalus. Merc'h-kaer e oa da al-Mu'tamid, roue Sevilla ha dont a reas da vezañ pried-kleiz, ha marteze pried, d'ar roue Alfonso VI León ha Kastilha[1] (war-dro 1047-1109).

Kentañ menegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonjal a reer e oa ganet e 1063 en Al-Ándalus. Kentañ meneg anezhi a gaver e kronik arabek Al-Bayan al-mugrip, gant Ibn Idari, a zo bet troet gant E. Levi-Provençal, ma lenner e timezas da Abu Nasr Al'Fath al-Ma'mun, roue taifa Córdoba, hag a oa mab da roue Sevilla, Muhammad ibn 'Abbad al-Mu'tamid (1040-1095)[2] (d. 1091). Kronikerien gristen, diwezhatoc'h o deus bet skrivet e oa merc'h dezhañ,[3] met ar gronikerien vuzulman a zo dellezekoc'h a fiziañs.[4]. Merc'h-kaer eta e oa da 'Abbad al-Mu'tamid, ha n'eo ket merc'h dezhañ.

Hervez Cronicón de Cardeña e oa nizez da Auenalfage, ha hennezh, hervez an istorour Menéndez Pidal (1869 – 1968), en e levr La España del Cid, ne vefe nemet Alhayib, roue Lérida ha Denia (1081-1090).

Goulenn skoazell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret e voe Toledo gant Alfonso VI (1040-1109) en 1085, ma voe nec'het e oa tud Al-Ándalus o welout daénjer an armeoù kristen o tostaat. Gelver a rejont d'o harpañ soudarded eus meuriadoù berber, eus ar skourr lamtuna, anvet ivez Almoravided.

Roue Sevilla, al-Mutamid, a c'houlennas skoazell gant ar gerioù-mañ:

Hennezh [Alfonso VI] zo deuet da c'houlenn diganimp púlpitos, minaretes, mihrabs ha mezquitas evit sevel enne kroazioù renet gant e venec'h [...] Doue en deus roet deoc'h ur rouantelezh evel gopr evit ho prezel santel ha difenn e wirioù, evit ho poan [...] ha bremañ ho peus kalz a soudarded da Zoue hag a zo 'vont da c'hounit, gant o brezel, ar vuhez er baradoz. (CMeneget gant al-Tud, Banu Abbad, gant Ibn al-Jakib, al-Hulal, pajennoù 29-30).

An Almoravided

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre bemp gwech e treuzas Ali ben Yusuf ar strizh-vor. Er wech kentañ e voe trec'h war Alfonso VI en Sagrajas (1086), en eil e reas seziz kastell Aledo (1088), en trede (1090) e oa mennet da ziskar an holl rouaned e pep taifa ha bezañ emir Al-Ándalus. Kouezhañ a reas kêrioù Málaga ha Granada etre e zaouarn.

Pa welas ar roue al-Mu'tamid penaos e troe an traoù e c'houlennas digant e vab al-Ma'mun, a oa bet karget da zifenn Córdoba, derc'hel kousto pe gousto, en e gêr rak ne wele ket penaos e c'hallfe difenn Sevilla ma kouezhe Granada. Tostaat a rae an Almoravided ouzh Córdoba hag al-Ma'mun, o welout n'hallfe ket an traoù mont war wellaat, a glaskas diwall e wreg Zaida, hag e vugale, o kas anezho gant dek marc'heger ha tri-ugent, koskor hag all, da gastell Almodóvar del Río, a oa bet mogeriet ha kreñvaet gantañ ur pennad a-raok.

Kouezhañ a reas Córdoba e meurzh 1091, gouez da Abbad, T.I, pp 54–55, en e oberenn Cartás y Abd-al-Wahid: "Fath al-Ma'mun a glaskas digeriñ e hent gant e gleze a-dreuz an enebourien ha treitourien, met plegañ a rankas dindan o niver bras. Troc'hañ a rejont e benn, e lakaat e penn ur goaf, ha pourmen gantañ da lidañ o zrec'hadenn".

En hañv 1091 e tegemeras Alfonso VI León an dec'herien eus taifa Sevilla. Klask a reas seveniñ e gefridi a warezer o kas un arme, war c'houlenn Álvar Fáñez, da sikour Almodóvar del Río. Un emgann kalet a voe war ar maez a-enep an Almoravided, kolloù bras a voe en daou du, trec'het e voe jeneral Alfonso VI, met Zaida a voe degemeret en arme kristen ha degouezhout a reas e lez Toledo, e palez Alfonso VI. Treiñ a reas da gristenez, kemer an anv Isabel, ha dimeziñ d'ar roue kristen.

Argadenn ha tec'hadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1091 e voe argadet kêr Sevilla gant an Almoravided. Tec'hel a reas Zaida war-du Kastilha gant gant he mibien ha mitizhien. Degemeret e voe gant roue Kastilha, Alfonso VI, ha karet gantañ. Dont a reas da vout kristen, anvet e voe Isabel neuze, hag he mibien ha mitizhien da vont da gristenien d'he heul, ha dimeziñ d'ar roue marteze.

He mab Sancho

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoze bras zo bet diwar-benn ganedigezh he mab Sancho, rak dislavar zo er c'hronikoù.

N'ouzer ket, hervez ar skridoù, pe dont a-benn a reas Zaida da zimezién pe get. En De rebus Hispaniae, savet gant Rodrigo Jiménez de Rada, arc'heskob Toledo, eo meneget Zaida e-touez priedoù Alfonso VI. Er skridoù Crónica najerense ha Chronicon mundi avat eo skrivet e voe serc'h, ha n'eo ket pried da Alfonso VI.


Genel a reas ar priñs Sancho Alfónsez, ha mervel er gwilioud, en 1097 ou 1098. Mervel a reas Sancho, mab nemetañ ha pennhêr ar roue, en emgann Uclés (1108).

Martezeadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istorourien zo o deus kinniget gwelout e pedervet gwreg Alfonso, anvet Isabel, ar memes maouez evel Zaida,[5], met kement-se zo danvez tabut c'hoazh etre ar skolveuridi, rak da lod eo anat eo div vaouez eo Zaida hag Isabel[6],[3], ha re all c'hoazh a lavar en doa bet Alfonso div wreg anvet Isabel, nemet an eil anezho e oa Zaida[7] Merc'hed Alfonso, anvet Elvira ha Sancha, a oa bet ganet gant ar rouanez Isabel, da lavarout eo marteze gant Zaida.[8].

Mervel a reas er gwilioud, met n'eo ket sur eo diwar Sancho, pe Sancha, pe Elvira (ar yaouankañ eus an div verc'h ma'z eo Zaida eo ar rouanez Isabel, rak n'ouzer ket piv anezho a oa ganet da gentañ), pe ur bugel all c'hoazh, met neuze n'ouzer ket e anv[9].

En un enskrivadur war ur bez e Sahagun e lenned:

H.R. Regina Elisabeth, uxor regis Adefonsi, filia Benabet Regis Sevillae, quae prius Zayda, fuit vocata
("Ar Rouanez Isabel, pried d'ar roue Alfonso, merc'h da Aben-abeth, roue Sevilha; anvet Zayda kentaou.")

Kaset e voe ar bez da Leon, ma c'haller o gwelout c'hoazh, bez hag enskrivadur.


  • Cantar de la mora Zaida, oberenn ha ne chom nemet tammoù anezhi, a zo bet embannet en dastumad Leyendas épicas españolas, gant Rosa Castillo[10].
  1. Bernard F. Reilly, The Contest of Christian and Muslim Spain, 1031-1157, (Blackwell, 1995), 92.
  2. Cawley, Medieval Lands; Canal Sánchez-Pagín; Lévi-Provençal; Montaner Frutos; Palencia; Salazar y Acha
  3. 3,0 ha3,1 Genealogisches Handbuch des Adels, Fürstliche Häuser VIII. "Spanien". C.A. Starke Verlag, 1968, p. 194. (German).
  4. Canal Sánchez-Pagín; Montaner Frutos; Palencia; Salazar y Acha
  5. Martínez Díez; Salazar y Acha
  6. Canal Sánchez-Pagín; Montaner Frutos; Palencia
  7. Reilly
  8. Canal Sánchez-Pagín; Palencia; Reilly; Salazar y Acha
  9. Canal Sánchez-Pagín; Palencia; Salazar y Acha
  10. http://www.lectorati.com/book/1488364-leyendas-epicas-espanolas


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • José Maria Canal Sánchez-Pagín, "Jimena Muñoz, Amiga de Alfonso VI", Anuario de Estudios Medievales, 21:11–40 (1991).
  • Évariste Lévi-Provençal, "La 'Mora Zaida' femme d'Alfonse VI de Castile et leur fils l'Infant D.Sancho", Hesperis, 18:1–8,200-1 (1934).
  • Gonzalo Martínez Díez, Alfonso VI: Señor del Cid, conquistador de Toledo (2003).
  • Alberto Montaner Frutos, "La Mora Zaida, entre historia y legenda (con una reflexión sobre la técnica historiográfica alfonsí)" in Historist Essays on Hispano-Medieval Narrative: In Memory of Roger M. Walker, 272–352 (2005).
  • Clemente Palencia, "Historia y Legendas de las Mujeres de Alfonso VI", in Estudios Sobre Alfonso VI y la Reconquista de Toledo, 281–90 (1988).
  • Bernard F. Reilly, The Kingdom of León-Castilla under King Alfonso VI, 1065–1109 (Princeton University Press, 1988)
  • Jaime de Salazar y Acha, "Contribución al estudio del reinado de Alfonso VI de Castilla: algunas aclaraciones sobre su política matrimonial." Anales de la Real Academia Matritense de Heráldica y Genealogía, 2:299-336 (1992–1993).
  • Jaime de Salazar y Acha, "De nuevo sobre la mora Zaida." Hidalguía: la Revista de Genealogía, Nobreza y Armas. 54:225–242 (2007).