Ali ben Yusuf

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ali ben Yusuf (علي بن يوسف en arabeg ) (1083- 1143) a oa eil emir almoravid Al-Ándalus war-lerc'h e dad, Yusuf Ibn Tachfin, adalek 1106 betek e varv. Ren a reas e-pad 37 vloaz.

En Afrika e rene war un darn eus ar Maghreb, e Maroko ha Mauritania, un darn eus Mali, Senegal a vremañ, reter Aljeria, hag en Europa en Al-Andalus a zo Andalouzia bremañ, tolead València, hag un darn eus Aragon ha Katalonia. E dibenn e ren edo e c'halloud o trabidellat gant taolioù an Almohaded, a lamas digantañ meur a broviñs en Afrika.

Brudet eo evel trec'hour roue Kastilha ha León, Alfonso VI e 1108, en emgann Uclés e-tal Cuenca ma voe lazhet Sancho Alfonsez, mab ar roue.

Daou vloaz goude, en 1110, e voe aloubet Taifa Zaragoza, en hanternoz Spagn, gant e jeneral Abdelmalik ibn Mustain Imad al-Dawla, eus lignez Hudited Zaragoza.

Gantañ e voe savet mogerioù Marrakech.