ZAD
ZAD, Zone À Défendre e galleg, "Takad Da Virout", zo ur gwreskanv nevez evit envel un doare stourm politikel ma 'z alouber en dachenn, er-maez peurliesañ, evit he difenn enep ur raktres terkadur evel hini aerborzh Kernitron-al-Lann e Liger-Atlantel.
Diwar ar gwreskanv gallek nevez ez eus bet deveret ar ger zadistes evit komz eus ar stourmerien ; kalz anezhe a zeu eus an emsav emren.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ZAD, Zone d'Aménagement Différé, "Takad da Derkaderañ Ampellet" e teu Zone À Défendre : ur ZAD a oa bet krouet e 1974 evit raktres an aerborzh e Kernitron-al-Lann, a zo deuet da vezañ ar Zone À Défendre kentañ e Bro-C'hall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo an teskanv nevez war wel e Bro-C'hall e deroù ar bloavezhioù 2010. Abaoe ez eo deuet da vezañ anavezet gant an enebiezhioù keodedel ouzh raktres an aerborzh e Kernitron-al-Lann, e gwalarn Naoned.
Emsav ar ZADoù a grogas gant enebiezh ouzh ar raktresoù lakaet da dalvoudegezh publik, met astennet e voe ivez en anv an doujañs d'an endro, gwir ar pobloù lec'hel da zibab petra ober gant o glennoù (zoken pa vez ret en em gannañ gant ar pennadurezhoù) ha distaol en ekonomiezh kendec'helour. E Bro-C'hall, emsavoù un tamm heñvel ouzh ar ZAD zo c'hoarvezet a-raok dija : ar stourm e Larzac (1971-1981), ar manifestadegoù a-enep raktres ar greizenn nukleel e Creys-Malville en Isère, hag e Plougoñ (1978-1981).