Yves II d'Alegre
Neuz
(Adkaset eus Yves d'Alegre)
Yves d'Alégre (1452-1512), pe Yves II de Tourzel d'Alègre, anavezet en Italia evel Ivo d'Allegri pe monsignor di Alegra, a oa ur baron gall a wad uhel, eil baron Alégre, hag a gemeras perzh e brezelioù Italia dindan ar rouaned c'hall Charlez VIII ha Loeiz XII, hag en emgann Ravenna, d'an 11 a viz Ebrel 1512, ma voe lazhet.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en Alègre (Haute-Loire hiziv).
Kentañ brezel Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuzulier ha kambrelan Charlez Anjev, roue Naplez, met e 1483 ez eas da servij roue Bro-C'hall.
E 1494 e kemeras perzh e Kentañ brezel Italia, en amzer Charlez VIII, roue Bro-C'hall, en devoa graet emglev gant Ludovico il Moro, dug Bari (ha goude dug Milano) ma kasas e arme enep da re ar roue Alfonso II Aragon.