Yves-Marie Le Gouaz
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Yves-Marie |
Anv-familh | Le Gouaz |
Deiziad ganedigezh | 15 C'hwe 1742 |
Lec'h ganedigezh | Brest |
Deiziad ar marv | 12 Mez 1816 |
Lec'h ar marv | former 12th arrondissement of Paris |
Pried | Marie-Jeanne Ozanne |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | engraverien |
Oberennoù zo en dastumad | Auckland Art Gallery Toi o Tāmaki, National Gallery of Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Yves-Marie Le Gouaz ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1742 e Brest hag aet da anaon d'an 12 a viz Even 1816 e Pariz a oa un engraver breizhat.
Dimezet e oa gant Marie-Jeanne Ozanne (1736-1786) c'hoar e vestr war an arzoù Nicolas Ozanne (1728-1811)[1],[2] ; ur verc'h o deus bet, anvet Marie-Amélie Le Gouaz. 60 engravadur en deus bet graet an darn adal tresadennoù Ozanne[3].
Dre an hent roet gant e gerent e oa bet skoliad d'an engraver Jacques Aliamet e Pariz adal 1763[4].
E 1770 ez eo choazet da vont etrezek Akademiezh roueel ar skiantoù gall evit kemer plas an engraver Ingram, labourat a raio eno betek ar bloavezh 1790[5].
Labouret en doa e-pad mare ar renad kozh ha kendalc'het goude-se betek mare Napoleon[6].
Tro-spered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Laret e vez eus outañ e oa un den sichant gant an holl ha sioul. Laret e vez e devoa atav un tro-spered seder. Hervez ar re a skrivas e vuhez e oa ur sitoyan direbech, ur gwaz leal hag un tad karantezus.
Doare arz Yves-Marie Le Gouaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ engraver ar porzhioù hag ar bigi. Labouret en deus bet ivez war engravadurioù teknikel liammet gant an tredan.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Coulomb, C. A. (Charles Augustin), 1736-1806; Fossier, tresour; Le Gouaz, Yves-Marie, 1742-1816, engraver; Adam, engraver, Mémoires sur l'électricité et la magnétisme, Extraits des mémoires de l'Académie Royale des Sciences de Paris, publiés dans les années 1785 à 1789, avec planches et tableaux., Akademiezh roueel ar skiantoù, embanner Chez Bachelier libraire, Pariz, 486 pajenn
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yves-Marie le Gouaz war lec'hienn ar BNF
- Rol oberennoù Yves-Marie Le Gouaz a gaver e mirdi al Louvres
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daniel-Louis Miorcec de Kerdanet, Notices chronologiques sur les théologiens, jurisconsultes, philosophes, artistes, littérateurs, poètes, bardes, troubadours et historiens de la Bretagne, depuis le commencement de Père chrétienne jusqu'à nos jours, avec deux tables : la première présentant, dans l'ordre alphabétique, tous les personnages dont il est fait mention dans ces notices; la seconde les rapportant aux villes et lieux auxquels ils appartiennent, moulet gant Moulin-Danelle, Roazhon, moulet gant GMF-Michel, Brest Meurzh 1818
- Christophe-Paulin de La Poix Fréminville (Marc'heg a, kabiten ar Roue), Antiquités de la Bretagne: Finistère, Volume 2, embanner Lefournier et Deperiers, Brest, 1835
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Aide-mémoire de l'amateur et du professionnel. Le Prix des estampes anciennes et modernes. Prix atteints dans les ventes. Suites et États. Biographies et Bibliographies, par Lucien Monod. T. 8. Sturler à Wideman (1929).
- ↑ Christophe-Paulin de La Poix Fréminville, Antiquités de la Bretagne: Finistère, Volume 2.
- ↑ Yves-Marie Le Gouaz en Notices chronologiques sur les théologiens, jurisconsultes..., troubadours et historiens de la Bretagne, depuis le commencement de l'ère chrétienne jusqu'à nos jours gant Daniel-Louis Miorcec de Kerdanet 1818
- ↑ Yves-Marie Le Gouaz war lec'hienn an "Dielloù niverennel ar reveulzi c'hall
- ↑ Yves-Marie Le Gouaz en Notices chronologiques sur les théologiens, jurisconsultes..., troubadours et historiens de la Bretagne, depuis le commencement de l'ère chrétienne jusqu'à nos jours gant Daniel-Louis Miorcec de Kerdanet 1818
- ↑ Yves-Marie Le Gouaz war lec'hienn al Louvres