Yu Shan
Neuz
Yu Shan (玉山 e sinaeg, pe Yù Shān e pinyin, da lavaret eo Menez Jad) eo ar menez uhelañ e Taiwan, gant 3 952 metr uhelder. Gwechall e oa bet graet Menez Morrison anezhañ ivez[1], en enor d'ar misioner skosat Robert Morrison.
Er goañv e vez goloet Yu Shan (pe Yushan) gant erc'h peurliesañ, hag abalamour d'al liv gwenn en devez da neuze eo bet anvet "Menez Jad" moarvat.
Yu Shan gant ar menezioù en-dro dezhañ a ya da ober aradennad Yushan hag a zo e Park Broadel Yushan, an hini brasañ, ha gouesañ, eus parkoù natur Taiwan.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A Handbook for Travellers in Japan, 7th, J. Murray. 554 p.