You Never Can Tell (kan)
You Never Can Tell (pe C'est La Vie, Teenage Wedding) zo ur ganaouenn savet (son ha ton) ha kanet gant Chuck Berry, gerioù gallek enni ("Pierre", "the mademoiselle", "the young monsieur and madame") hag en diskan. Sonenerollet eo bet e studioioù Chess Records e Chicago hag embannet en albom St. Louis to Liverpool an arzour stadunanat e miz Du 1964. Kanet eo bet gant Emmylou Harris, Bruce Springsteen ivez hag ur bern tud all.
Ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar ganaouenn diwar-benn eured daou grennard hag o doare da vevañ. Labourat a ra ar paotr (ar plac'h ne ra ket), arc'hant o deus da brenañ ur c'harr (anvet "souped-up jitney"), mont a reont da New Orleans, ma oant bet euredet, da lidañ deiz ha bloaz. En diskan e klever "C'est la vie," say the old folks, "it goes to show you never can tell".