You'll Never Walk Alone

Eus Wikipedia

You'll Never Walk Alone zo ur ganaouenn savet gant an daou sonaozer stadunanat Oscar Hammerstein II (evit ar gerioù anezhi) ha Richard Rodgers (evit an ton anezhi) e 1945.

Deuet eo da vezañ ur standard, bet adkanet gant meur a arzour hag aet da gan un nebeud kleuboù mell-droad, al Liverpool Football Club en o zouez.

Istor ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ-penn e oa bet savet evit ar gomedienn war gan Carousel a oa bet krouet e Broadway ma veze kanet gant an aktourez stadunanat Christine Johnson. Berzh he devoa graet ar ganaouenn er Stadoù-Unanet Amerika en abeg d'ar mare : ne oa ket peurechu an Eil Brezel-bed hag ur bern tud a chome ur c'har dezhe war dalbennoù Europa pe ar Meurvor Habask c'hoazh.

Gant ar strollad eus Liverpool Gerry and the Pacemakers e oa bet kanet e 1963 ha ne badas ket pell a-raok ma'z eas da gan ofisiel suporterien ar c'hleub lec'hel kerkent ha 1964. Un enrolladur eus o c'hanioù a gaver e dibenn ar ganaouenn Fearless (en albom Meddle (1971)) gant ar strollad Pink Floyd.

D'ar 4 a viz Du 2001 e oa bet kanet You'll Never Walk Alone gant Barbra Streisand da-geñver an Emmy Awards evit dougen bri d'an holl dud bet gloazet pe laeret o buhez digante e-kerzh Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]