Yoshinori Futara

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Yoshinori Futara e 1941.

Ar c'hont Yoshinori Futara (二荒 芳徳 Futara Yoshinori), ganet d'ar 26 a viz Here 1886 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 1967, a oa un ezel eus ar vinistrerezh impalaeriel japanat (Kunai-chō) ha kengrouer an aozadur Ichiharu Mishima, ur skourr eus ar Bōi Sukauto Nippon Renmei (skouted Japan). Krouet e oa bet an aozadur-se e miz Ebrel 1922, gant sikour Michiharu Mishima ; Shinpei Gotō a voe lakaet en e benn. Graet e oa bet kont d'an 22 a viz Du 1909.

Goude marv Shinpei Gotō, ar skouted e Japan a oa, hervez Yoshinori Futara, o vont diwar hent o c'hrouer, un hent panaziatek ha brezelour. Pa oa bet en Alamagn e oa bet bamet Futura o welet an Hitlerjugend ha klask a reas adkemer o doareoù d'ober evit yaouankiz Japan.

Yoshinori Futara gant Baldur von Schirach, penn an Hitlerjugend e Bremen e 1937. Pedet e oa bet Japaniz da weladenniñ Alamagn an Trede Reich ha da arvestiñ gourdonadeg stourm ar Yaouankiz Hitlerian.
Bloaz war-lerc'h e 1938 an Hitlerjugend a oa degemeret e Japan.

Goude ar brezel ne voe ket rebechet netra dezhañ en desped ma oa bet o reiñ harp d'al liammoù etre Impalaeriezh Japan hag Alamagn an Trede Reich.