Yoash (roue Yehouda)
Neuz
Hervez an Tanac'h e voe Yoash (hebraeg : יְהֹואָשׁ, Yəhôʾāš ; “Jehovah-roet” ; gresianeg : Ιωας ; latin : Joas) roue Yehouda etre 835 KJK ha 796 KJK.
Mab Ahazia oa. Sivia a oa anv e vamm, eus Beer-Sheva.
"Oberoù Yoash a voe reizh ouzh daoulagad an Aotroù e-keit ha ma kentelias anezhañ Yehoyada, ar beleg" (2R 12,3)[1].
En em sevel a reas ofisourien eus e arme enep dezhañ. Lazhet e voe ganto (Yosac'har, mab Shimeat ha Yehozavad, mab Shomer) e Bet-Milo.
Ren a reas e vab Amasia en e lec'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p181