Atalia

Eus Wikipedia
Antoine Coypel, Atalia skarzhet diouzh an Templ, livet a-raok 1697.

Goude marv he mab Ahazia e kemeras Atalia[1] (en hebraeg : עֲתַלְיָה (ʿAthalyāh), e gresianeg : Γοθολία, en latin : Athalia) ar galloud e Tehouda. Ren a reas, hervez an Tanac'h, eus 841 KJK betek 831 KJK.

Merc'h Omri (roue Israel) e oa ha gwreg Yehoram (roue Yehouda).

Lakaat a reas lazhañ holl izili tiegezh rouaned Yehouda. (2R 111).

"Met kemeret he devoa Yehosheva, merc'h ar roue Yoram ha c'hoar Ahazia, Yoash, mab Ahazia, skrapet anezhañ [...] ha kuzhet anezhañ ouzh Atalia, ha ne voe ket laket d'ar marv. Hag e chomas [..] e Ti an Aotroù, kuzhet c'hwec'h vloaz ; hag Atalia, a rene war ar vro."[2]

"D'ar bloaz seizh", Yehoyada ar beleg-meur a reas Yoash roue "hag hen olevas" gant sikour ar veleien ha gwarded ar roue, hag asant ar bobl (2R 11, 4-12).

Lakaet e voe Atalia d'ar marv "dre ar c'hleze" e ti ar roue dre urzh ar beleg-meur (2R 11, 15-20).

Gwelet e vez Atalia gant an hengoun evel pimpatrom an hini a ra "an droug ouzh daoulagad Doue" : torfedoù spontus, itrik, idolerezh...

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvet eo Ataliahou e levrenn 4 troidigezh An Tour-tan (2Dn) pp 418-419 pa vez anvet Atalia en eil levrenn
  2. 2R 11, 2-3, troidigezh An tour-Tan, eil levrenn, pp179-180