Yezhoù pomeraniek
Ar yezhoù pomeraniek a zo ur strollad a rannyezhoù lec'hek komzet e-pad ar grenn-amzer war dachenn Pomerania. Tost int ouzh ar polabeg a veze komzet war-du ar su hag ar poloneg a gomzed war-du ar reter.
Goude stagadur Pomerania ouzh an Impalaeriezh Roman Santel hag he alamanekadur e voent erlerc'hiet gant an alamaneg izel war an darn vrasañ eus o zachenn. Ar yezh pomeraniek vev nemeti hiziv eo ar c'hachoubeg komzet e Pomerania ar Reter. Ur rannyezh arall, ar slovintseg a dreuzvevas betek an XXvet kantved.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Friedhelm Hinze, Wörterbuch und Lautlehre der deutschen Lehnwörter im Pomoranischen (Kaschubischen), Berlin 1965
- Friedrich Lorentz, Geschichte der Pomoranischen (Kaschubischen) Sprache, Berlin and Leipzig, 1925
- Friedrich Lorentz, Pomoranisches Wörterbuch, Band I-V, Berlin 1958-1983
- Stefan Ramułt, Słownik języka pomorskiego, czyli kaszubskiego, Kraków, 1893