Yezhoù asturek-leonek

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tachenn an asturianeg-lenoneg

Ar yezhoù asturek-leonek, pe asturianek-leonek, pe an asturleoneg (asturleonés e spagnoleg), eo an anvioù roet d'ar yezhoù ha rannyezhoù komzet en Asturiez, e norzh Spagn, e León, Kantabria ha Zamora (ma vez graet leonés anezhi ivez), ha Miranda do Douro e Portugal ma'z eo ofisiel ar mirandés hervez al lezenn niverenn 7/99, eus an 29 a viz Genver 1999.

Peder rannyezh asturek pennañ zo : astureg kreiz, astureg ar c'hornôg (leonés) hag astureg ar reter.
Teir rannyezh arall zo, a reer "parlantoù ardreuzat" anezho (hablas de transición e spagnoleg) peogwir ez eus anezho emdroadurioù eus an astureg war-du broioù arall : ar galizeg-astureg (gallego-asturianu, eonaviegu) a vez komzet etre Asturiez ha Galiza war-du ar c'hornôg; ar montañés (cántabru) a gomzer etre Asturiez ha Kantabria war-du ar reter ; an extremeño (estremeñnu), a glever en Extremadura ar gwalarn.

Setu amañ ur gartenn ma weler emdroadur an astureg hervez an tiriadoù.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]