Mont d’an endalc’had

Yehoshafat

Eus Wikipedia
Delwennoù David, Yehoshafat ha Hizkia gant Juan Bautisto Monegro e palez an Escorial

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned an Testamant Kentañ e voe Yehoshafat (en hebraeg יְהוֹשָׁפָט (Yehôshāphāt) : « YHWH a varn », e gresianeg ᾿Ιωσαφὰτ (Iôsaphat), e latin Iosaphat) roue Yehouda eus 870 KJK betek 848 KJK.

Azouva, merc'h Silehi, a oa e vamm.

« Hag e kerzhas a-grenn war roudoù Asa, e dad, hep diankañ diouto : ober a reas ar reizh ouzh daoulagad an Aotroù » (1R 22,43 »)[1]

Peoc'h a reas Yehoshafat gant roue Israel. Kevredet e voent enep Aram. Mervel a reas Ahav, roue Israel, goude emgann Ramot-Gilead ma kemeras Yehoshafat perzh ennañ..

Ren a reas Yehoram, e vab, war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. troididigezh an Tour-Tan, eil levrenn, p 163