Ramot-Gilead

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ramot-Giled a voe hervez an Tanac'h lec'h un emgann etre rouaned Israel (Yoram) ha Yehouda (Ahazia) kevredet ha Hazael, roue Aram e 841 KJK. (2R 8,28)

Gloazet e voe Yoram e-kerzh an emgann. Mont a reas da Izreel evit pareañ . Eno e voe lazhet gant Yehou asambles gant "an holl re a vane eus Tiegezh Ahav en Izreel" .

Lazhet e voe Ahazia gant Yehou goude.

Kaoz oa bet eus Ramot-Gilead e Kentañ Levr ar Rouaned endeo (1R 22). Un emgann c'hoazh etre roue Aram ha rouaned Yehouda (Yehoshafat) hag Israel (Ahav) kevredet. Gloazet e-kerzh an emgann e varvas Ahav war-lerc'h. Trec'h e voe Aram.