Yakuza (heuliad c'hoarioù video)

Eus Wikipedia
Yakuza (heuliad c'hoarioù video)
heuliad c'hoarioù video
Tachennaction-adventure game Kemmañ
Ti-embannSega Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Deiziad embann5 Gwe 2006 Kemmañ
Hollved faltaziekYakuza universe Kemmañ
DiorroerAmusement Vision, Ryu ga Gotoku Studio Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://ryu-ga-gotoku.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.digitalfoundry.net/video-game-franchises/yakuza Kemmañ
Has spin-offRyū ga Gotoku Kenzan!, Ryū ga Gotoku Ishin!, Yakuza: Dead Souls Kemmañ
Logo an heuliad c'hoarioù video Yakuza

Yakuza, brudet e Japan evel Ryū ga Gotoku (龍が如く Evel un aerouant, japaneg: [ɾʲɨᵝː ɡa̠ go̞to̞kɯ̟ᵝ]), zo ur c'hoari video doare gwezh-avantur ha beat 'em up. Un heuliad c'hoarioù video eo, perc'hennet hag embannet gant Sega. An heuliad a zo bet diazezet war c'hoant Toshihiro Nagoshi da grouiñ ur c'hoari hag a zispleg buhez ur yakuza. Nagoshi a oa bet lakaet diaes dre ma ne oa ket c'hoant gant embregerezhioù ar c'hoarioù video da embann seurt c'hoarioù. A-benn ar fin eo Sony hag a zo bet dedennet.

An heuliad c'hoarioù video a ro tro d'ar c'hoarier da vevañ buhez ar yakuza Kazuma Kiryu eus ar C'hlan Tojo. Ma vez Kazuma alies o harpañ ar C'hlan Tojo, klask a ra ivez boulc'hañ ur vuhez nevez dreist-holl dre advabañ emzivaded. An doare da c'hoari Yakuza a lak ar c'hoarier da c'hoari an dudenn Kazuma, a-wechoù tudennoù all hervez c'hoari an heuliad. Ur bed digor eo hini an heuliad lec'h ma vez enebourien da drec'hiñ hag oberiantizoù da gas da benn dre ar gêr evit deskiñ taolioù all.

Bruderezh e 2010 evit ar c'hoarioù Yakuza

Ar frañchiz a zo buretellet mat hag en deus graet berzh bras. E 2017, Sega en doa embannet e oa bet gwerzhet 10,5 milion a c'hoarioù gant an heuliad abaoe 2005. Dre ma oa mat-kenañ ar gwerzhioù war marc'had diabarzh Japana gant ar c'hoari ez eus bet ouzhpennet c'hoarioù all d'an heuliad kement ha sevel filmoù, levrioù.

C'hoarioù an heuliad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Titl orin Titl saoznek (bloavezh) Embann koñsolennoù ti
2005 Ryū ga Gotoku Yakuza (2006) PlayStation 2
2006 Ryū ga Gotoku 2 Yakuza 2 (2008)
2008 Ryū ga Gotoku Kenzan! PlayStation 3
2009 Ryū ga Gotoku 3 Yakuza 3 (2010) PlayStation 3, PlayStation 4
2010 Ryū ga Gotoku 4: Densetsu o Tsugumono Yakuza 4 (2011) PlayStation 3, PlayStation 4
Kurohyō: Ryū ga Gotoku Shinshō PlayStation Portable
2011 Ryū ga Gotoku OF THE END Yakuza: Dead Souls (2012) PlayStation 3
2012 Kurohyō 2: Ryū ga Gotoku Ashura-hen PlayStation Portable
Ryū ga Gotoku 1&2 HD Edition1 PlayStation 3, Wii U
Ryū ga Gotoku 5: Yume Kanaeshi Mono2 Yakuza 5 (2015) PlayStation 3, PlayStation 4
2014 Ryū ga Gotoku Ishin!3 PlayStation 3, PlayStation 4
2015 Ryū ga Gotoku 0 Chikai no Basho4 Yakuza 0 (2017) PlayStation 3, PlayStation 4, Microsoft Windows
2016 Ryū ga Gotoku Kiwami5 Yakuza Kiwami (2017)
Ryū ga Gotoku 6 Inochi no Uta Yakuza 6: The Song of Life (2018) PlayStation 4
2017 Ryū ga Gotoku: Kiwami 26 Yakuza Kiwami 2 (2018)
2018 Hokuto ga Gotoku Fist of the North Star: Lost Paradise (2018)
Ryū ga Gotoku Online Android, iOS, Microsoft Windows
Judge Eyes: Shinigami no Yuigon Judgment (2019) PlayStation 4
Da vezañ embannet Shin Ryū ga Gotoku Da vezañ embannet
Notennoù:
1. Adsevel Yakuza ha Yakuza 2.; embannet war Wii U embannet e 2013.
2. Embannet e broioù ar C'hornôg nemetken.
3. Titl embann war PlayStation 4 e Japan.
4. Embannet e broioù ar C'hornôg war PlayStation 4 ha Windows.
5. Adsevel ar c'hoari diazez, embannet e broioù ar C'hornôg war PlayStation 4.
6. Adsevel ar c'hoari Yakuza 2.