Yafet

Eus Wikipedia

Hervez Levr ar C'heneliezh ec'h eo Yafet eil mab Noah. Hervez ar Bibl e tiskouezas doujañs e-kenver e dad mezv-dall. Benniget e voe gantañ evel Shem : "Frankiz ra roio Doue da Yafet ! Ha ra chomo e tinelloù Shem !" (9-27).

Gwelet e vez evel hendad tud Azia Vihanañ hag inizi ar Mor Kreizdouar.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) La Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998 (ISBN 2-204-06063-1)
  • (br) Ar Bibl, 1 Al Lezenn, troidigezh diwar an hebraeg gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, an Tour-tan, 1981.