Y Byd
Y Byd ("Ar Bed") a oa anv ur gazetenn bemdeziek e kembraeg a oa bet klasket sevel e Kembre er bloavezhioù 2000. Bez’ e oa da zont er-maez pemp gwech ar sizhun adalek miz Meurzh 2008. E miz C’hwevrer 2008 avat e voe dilezet ar raktres gant ar gompagnunezh Dyddiol a oa da embann ar gazetenn, abalamour ma ne oa ket skoazellet a-walc’h gant gouarnamant Kembre.
E 2002 e oa bet graet ur studiadenn, gant ar greizenn Mercator en Aberystwyth : hervez ar studiadenn-se ne oa ket dibosupl embann ur gazetenn bemdeziek e kembraeg[1] Tamm-ha-tamm e voe savet ur raktres, gant ur gompagnunezh prevez anvet Dyddiol, dastumet arc’hant, ha kavet tud da labourat evit ar gazetenn.[2].
Meur a wech e voe ampellet embannadur ar gazetenn avat, rak diaes e oa kavout koumananterien a-walc’h. A-benn deroù 2008 koulskoude e oa bet dastumet 300 000lur sterling digant danvez-lennerien hag enfredet e oa bet tud da labourat evit ar gazetenn. Kavout a rae d’ar gompagnunezh Dyddiol e c’hallje kaout 7000 lenner. Burevioù a oa bet kavet evit ar gazetenn e Machynlleth ; gwerzhet e vije bet Y Byd e 70 pence an tamm, nemet da Wener ma vije bet gwerzhet keroc’h, gant ur stagadenn evit an dibenn-sizhun[3].
D’ar 5 a viz C’hwevrer 2008 e oa bet embannet gant Rhodri Glyn Thomas, ar ministr evit ar c’hembraeg hag ar sevenadur e gouarnamant Kembre ma vije roet 200 000 lur sterling bep bloaz evit embann kelaouennoù kembraek[4]. Kalz re nebeut e oa ar sammad-se avat evit ar gompagnunezh Dyddiol, a oa o c’hortoz kaout 600 000 lur a skoazell digant ar gouarnamant evit ar bloavezh kentañ.
A-raok an disklêriadur-se e oa bet embannet gant Bwrdd yr Iaith Gymraeg ne oa ket sur e c’hallfe ur gazetenn bemdeziek kembraek bevañ ha ne c’hallfe dont er-maez nemet gant skoaziadoù bras[5].
D’ar 15 a viz C’hwevrer 2008 e oa bet embannet gant ar gompagnunezh Dyddiol e tileze he raktres da embann Y Byd[6]. O dilez a roas danvez-implijidi ar gazetenn goude-se.
Abaoe n’eus ket bet raktresoù all, daoust m’he deus kendalc’het ar gompagnunezh Dyddiol da vezañ ha da brederiañ war ar c’helaouiñ e kembraeg[7].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Study into viability of Welsh paper, BBC News Online, 15 April 2002 (en)
- ↑ Enwi golygydd Y Byd, BBC News Online, 28 November 2006 (cy)
- ↑ Welsh language paper is unveiled, BBC News Online, 20 June 2007 (en)
- ↑ Extra cash for Welsh newspapers, BBC News Online, 5 February 2008
- ↑ 'Quick' newspaper decision call, BBC News Online, 14 January 2008 (en)
- ↑ Daily Welsh newspaper abandoned, BBC News Online, 15 February 2008 (en)
- ↑ Welsh newspaper firm to continue, BBC News Online, 31 January 2009 (en)