Xianfeng
Neuz
Xianfeng (1831-1861), Impalaer Sina eetre 1850 ha 1861, zo ur rieg eus an Dierniezh Qing.
Bet ganet e 1831, hag anvet Aixinjueluo Yizhu d'ar c'houlz-se, e oa pevare mab an impalaer Daoguang ha breur ar briñsed eus Sina Chun ha Gong. Mervel a reas e-doug e unnekved bloavezh ren, e 1861.
E-pad e ren e oa taget an Dierniezh Qing a bep tu : emsavadegoù kouerien a oa bet en holl impalaeriezh ; aloubet e oa porzh Da Gu Kou ha Tianjin gant armeoù estren a gerzhas neuze etrezek Beijing. Tec'hout a reas neuze an impalaer Xianfeng betek unan eus e balezioù hañv, e Chengde, e lec'h ma varvas en e wele.
Dont a reas unan eus e serc'hed da vezañ an impalaerez trederannerez Cixi, mamm d'he mab ha pennhêrTongzhi.
En e raok: Daoguang |
Impalaerien hag impalaerezed Bro-Sina 1850 – 1861 |
War e lerc'h: Tongzhi |