Xiamen
Neuz
Xiamen (e sinaeg eeunaet : 厦门; e sinaeg hengounel : 廈門; e pinyin: Xiàmén) zo ur gêr eus Republik Pobl Sina, e proviñs Fujian. E 2010 e oa 3 531 347 a dud o vevañ er c'hwec'h distrig a ya d'he ober, hag 1,8 milion a dud a oa tolpet er gêr greiz. Gwechall e oa anavezet gant an estrañjourien evel Amoy, anv ar gêr e yezh ar vro, ar minnan.
Implijet eo bet ar porzh gant tud Europa, adalek 1541 ha drezañ e veze ezporzhiet te en XIXvet kantved.