Xabier Galdeano
Neuz
Xabier Galdeano Arana, bet ganet d'ar 15 a viz Even 1934 e Bilbo (Bizkaia, Euskal Herria), ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1985 e Donibane Lohizune (Lapurdi, Euskal Herria), a oa ur c'hazetenner, ul luc'hskeudennaouer hag ur brogarour euskarat. Kenlabourat a rae gant ar pemdezieg Egin.
Drouklazhet e voe gant ar Grupos Antiterroristas de Liberación en Iparralde. Ne voe ket kavet e vuntrerion gant ar polis gall.